Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Ur gerig war ar seurtoù RPG ez eus tu kavout. gwegou — 2007-06-18 GTM 1 @ 11:15

Anvet e vez anezho "Role Playing Game" e Saozneg (RPG).
Setu ar seurt RPG ez eus tu kavout:

CRPG: "Computer Role Playing Game", evel-se e vez anvet ar c'hoarioù roll war an urzhiataerioù.

MMORPG:Anvet e vez evel-se ar c'hoarioù roll war ar c'henrouedad gant ur bern c'hoarier warnañ.E Saozneg vez anvet "massively multiplayer online role-playing game" an RPGioù-se.

TRPG:"Tabletop Role Playing Game"a zo ar c'hoarioù taol gant maketennoù.

A-RPG : "Action Role Playing Game": Ar c'hoarioù-se a vez c'haoriet diouzhtu da laret eo n'eo ket dre droioù evel an RPGioù all.

T-RPG : "Tactical Role Playing Game"a zo evel an RPGioù met gant taktik e-barzh.

Er c'hoarioù war taolioù ez eus ivez ur seurt all anvet GN:
E-barzh ar seurt-mañ ez eus dilhad ha c'hoariet e vez el lec'hioù gwir un tammig evel ur pezh c'hoari a benn ar fin.

Ar "Role Play" ez eus ivez pe RP ha zo ar c'hoarioù dre Foromoù c'hoariet e vez war ar c'henrouedad.

digg it | del.icio.us

N'eus notenn ebet »

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>