Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Loki un mmorpg nevez ha vez komzet kalz warnañ gwegou — 2007-06-13 GTM 1 @ 10:27

loki

Loki a zo un mmorpg aet er-maez n'eus ket pell. Loki ha zo un tammig heñvel ouzh ar c'hoari Diablo 2.
Ur c'hoari embannet gant Blizzard eo (ar memes re ho deus krouet World Of Warcraft).
Ur c'hoari ez eus tu c'hoari en online dre ar c'henrouedad eo.
Un tammig evel WOW ez eus ur bern tachennoù er c'hoari.
Ar c'hoari a zo levezonet gant ar mojennoù ejipsian hag a dremen en dezerzhioù.
E-barzh ar c'hoari ez eus tu choas etre pevar den:
Ur brezelour eus an norzh, ar vrezelourez c'hresian, ar chaman Aztek pe ur sorser Ejipsian.
E-pad ar c'hoari ez eus skiant prenet da verañ evit tremen liveoù.
Gant ar skiant prenet ez eus tu kaout galloudoù nevez.
Ur c'hoari klasel a-walc'h eo met seblant a ra bezañ plijus.

digg it | del.icio.us

N'eus notenn ebet »

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>