Ar c'hoari Final Fantasy VI Advance a zay er maez an 29 a miz mezheven. Aet eo dija er-maez e SUA hag e Bro-Japon. Koust a ray 40 euro. Embanner ar c'hoari a zo Square Enix.
http://www.square-enix.co.jp/ff6 , ar ar lec'hien mañ ez eus tu kaout muioc'h a resisadurioù.
Gwelet/Skrivañ un notenn |
digg it |
del.icio.us
Anvet e vez anezho "Role Playing Game" e Saozneg (RPG).
Setu ar seurt RPG ez eus tu kavout:
CRPG: "Computer Role Playing Game", evel-se e vez anvet ar c'hoarioù roll war an urzhiataerioù.
MMORPG:Anvet e vez evel-se ar c'hoarioù roll war ar c'henrouedad gant ur bern c'hoarier warnañ.E Saozneg vez anvet "massively multiplayer online role-playing game" an RPGioù-se.
TRPG:"Tabletop Role Playing Game"a zo ar c'hoarioù taol gant maketennoù.
A-RPG : "Action Role Playing Game": Ar c'hoarioù-se a vez c'haoriet diouzhtu da laret eo n'eo ket dre droioù evel an RPGioù all.
T-RPG : "Tactical Role Playing Game"a zo evel an RPGioù met gant taktik e-barzh.
Er c'hoarioù war taolioù ez eus ivez ur seurt all anvet GN:
E-barzh ar seurt-mañ ez eus dilhad ha c'hoariet e vez el lec'hioù gwir un tammig evel ur pezh c'hoari a benn ar fin.
Ar "Role Play" ez eus ivez pe RP ha zo ar c'hoarioù dre Foromoù c'hoariet e vez war ar c'henrouedad.
Gwelet/Skrivañ un notenn |
digg it |
del.icio.us
guild wars 2
gwegou — 2007-06-13 GTM 1 @ 10:46

Krouet eo bet ar c'hoari roll se gant NCsoft.Ne ouiomp ket kalz a draoù a ziar guild wears 2 nemet e vo ar memes mod da c'hoari eget guild wars 1.Ne ouzhomp ket pegoulz resis e vo ar c'hoari- se war ar mac'had met soñjed a ramp e vo er-maez fin 2007 dibenn 2008.
Ar c'hoari a dremen e Tyria.
Gwelet/Skrivañ un notenn |
digg it |
del.icio.us

Loki a zo un mmorpg aet er-maez n'eus ket pell. Loki ha zo un tammig heñvel ouzh ar c'hoari Diablo 2.
Ur c'hoari embannet gant Blizzard eo (ar memes re ho deus krouet World Of Warcraft).
Ur c'hoari ez eus tu c'hoari en online dre ar c'henrouedad eo.
Un tammig evel WOW ez eus ur bern tachennoù er c'hoari.
Ar c'hoari a zo levezonet gant ar mojennoù ejipsian hag a dremen en dezerzhioù.
E-barzh ar c'hoari ez eus tu choas etre pevar den:
Ur brezelour eus an norzh, ar vrezelourez c'hresian, ar chaman Aztek pe ur sorser Ejipsian.
E-pad ar c'hoari ez eus skiant prenet da verañ evit tremen liveoù.
Gant ar skiant prenet ez eus tu kaout galloudoù nevez.
Ur c'hoari klasel a-walc'h eo met seblant a ra bezañ plijus.
Gwelet/Skrivañ un notenn |
digg it |
del.icio.us
Mont a raio er-maez ar c'hoari war an nintendo ds d'an 23 evit bro japan hag evit bro c'hall e kerzh ar bloavezh 2007.Ar c'hoari a implij kalz skramm taktil an ds hag ar c'hoari a vo heuliad ar zelda "the wind waker" .
Gwelet/Skrivañ un notenn |
digg it |
del.icio.us

Setu emañ bet lâret gant ar japaniz e vefe lakaet er-maez ganto un "dragon quest" nevez war an nintendo wii a zo mekanik nevez an ebregerezh nintendo.
Mont a raio er-maez ar c'hoari e 2008 er stadoù unanet met n'ouzomp ket c'hoazh pegoulz e taio er-maez e bro c'hall ret e vo gortoz.
Gwelet/Skrivañ un notenn |
digg it |
del.icio.us